Call for papers / Galv da brezegenniñ


 Logo_noir_petit.jpg                             Logo_3cm_1.jpg                                      logoofis_90_1.jpg


Access to the conference is free and open to the public. We look forward to your presence !


In 278 B.C., Central European Celtic groups traveled to Asia Minor before settling in Anatolia. This population, known as the Galatians, is thought to be the first documented Celtic community engaged in a migration. As centuries went by, the territory occupied by the Celtic peoples shrank considerably under pressure and influence from the Roman Empire and, later, the Germanic peoples.

Over the course of a few hundred years, Celtic peoples went from a third-century B.C. peak that saw them living on a territory ranging from the Atlantic Ocean to the Balkans, and from Scotland to the Iberian peninsula, to the British Isles and a small portion of Brittany, mostly on its western coastline. As the Roman Empire collapsed, Celtic peoples remained confined on the Islands except for one group of settlers travelling to what is now known as the French Bretagne.

For more than a thousand years, Celtic societies such as the Irish, the Scottish, the Welsh, the Bretons and the Cornish lived steadily on these lands. It is only in the 18th century and mostly in the 19th century that a new wave of migrations occurred. Whether for social, religious or economic reasons, a great number of these Europeans decided to move to North and South America, as well as Australia.

History has witnessed many movements of Celtic populations leaving their homeland to settle far away from their point of origin. Each of these large-scale events is accompanied by a reflection on Celtic identity as it faces a new land and its realities.

This international conference wishes to address Celtic identities as they are transformed, transmitted, modified, abandoned or defended by various populations in different settings. More precisely, religious practices, languages, artistic practices, lifestyles, traditions and beliefs will be studied through the transformations or stability triggered by new geographical, social and climatic environments. How did these new surroundings impact on these aspects of Celtic identities? How did Celtic populations deal with the changes, both positive and negative, brought on by relocating to foreign lands ?

The emphasis will be placed on movement and exchanges between Europe and America, with other aspects of Celtic migration in history taken into consideration. Contributions from all fields of studies will be examined, as a multidisciplinary approach involving History, Literature, Linguistics, Musicology, Religious Studies and others should provide a rich and dynamic discussion on this topic.

Paper proposals (20 minutes) are expected before April 15th, 2016. 

This conference is open to everyone; however, PhD students and early-career researchers are warmly encouraged to submit a proposal.




E 278 kent J.-K. e oa aet Kelted eus Europa ar C’hreiz da Azia Vihanañ evit mont da chom en Anatolia nebeut amzer goude. Galated a reer eus ar boblañs-se ha ganto e oa bet laosket roudoù eus an divroañ koshañ anavezet ganeomp en Istor ar pobloù keltiek.

Dindan meur a gant vloaz, dindan yev ar Romaned ha bec’h ar pobloù jerman e oa bet krennet o douaroù d’ar Gelted. En trede kantved kent J.K. – p’edo sevenadur ar Gelted e barr e vrud – e oa un tamm bras eus Europa dindan ar Gelted : eus ar Balkanioù d’ar Meurvor Atlantel hag eus ledenez Iberia da Vro-Skos. War zibenn an Henamzer edo ar Gelted ziwezhañ o chom war an inizi predenek pe sko ouzh aodoù ar Meurvor Atlantel. En amzer-hont e oa bet an divroañ bras diwezhañ gant Bretoned an inizi aet da chom d’an Arvorig a oa deuet da vezañ Breizh neuze.

E-pad meur a gantved e oa bet kompez a-walc’h an traoù gant an Iwerzhoniz, ar Gembreiz, ar Skosiz, ar Gerneveuriz hag ar Vretoned. Azalek an XVIIIvet, hag an XIXvet kantved dreist-holl, e oa bet divizet gant ur c’halz anezho divroañ etrezek Amerika an Norzh hag ar Su pe Aostralia evit abegoù sokial, relijiel pe ekonomikel.

A-daoladoù e oa bet strolladoù Kelted o kuitaat bro o c’havell da vont da bellvro d’ober o diazez eta. Ha gant kement divroadeg e oa bet klasket gouzout pelloc’h war identelezh orin an dud-se ha keñveriañ o identelezh gant hini tud ar vro ma oant bet degemeret.

Gant ar c’hendiviz-mañ e vo lakaet ar gaoz war divroañ ar Gelted ha klask gouzout penaos e oa emdroet o identelezh (o relijion, o c’hredennoù, o yezhoù, o dilhad, o gizioù, o arzoù, o doareoù bevañ) diouzh al lec’h pe ar gevrevigezh ma oant en em gavet. Penaos e oa emdroet identelezh relijiel ar strolladoù-se diwar cheñch bro ? Petra o doa graet ar Gelted gant o yezh(où), o doare bevañ, o gizioù kozh en ur vro estren : delc’her, cheñch, eskemm, dilezel pe goll anezho ?

Estreget an darempredoù etre Europa hag Amerika a yelo d’ober danvez ar c’hendiviz-mañ ha studiet e vo divroañ ar Gelted aet etrezek douaroù all ivez. Kement ha magañ preder an holl war ar c’hudennoù identelezh e vo kinniget meur a seurt prezegennoù : meur a dachenn a vo pleustret (Istor, lennegezh, sokiologiezh, yezhoniezh, studi ar sonerezh, ar relijionoù…), meur a vare a vo studiet (an amzer-vremañ dreist-holl, ar Grennamzer hag an Henamzer ivez avat) ha meur a dakad (ar broioù keltiek, Amerika, Aostralia).

Ar c’hinnigoù prezegennoù (un titl, un diverrañ pemzek linenn anezhañ savet e galleg, e saozneg pe e brezhoneg hag ur buhezskrid berr da heul) a zo da gas a-raok ar 15 a viz Ebrel 2016. 

Digor eo ar c’hendiviz-mañ d’an holl evel-just nemet pediñ start a reomp an danvez-doktored hag ar glaskerien yaouank da ginnig danvez ur brezegenn.



Online user: 1